Breizh Kafe : emgav etre brezhonegerien e Brest

 
Vous trouverez une traduction en français à la fin de cet article.
En français : Voici le Cyber Café de Breizh Kafe ! Breizh Kafe, c’est une rencontre entre bretonnants à Sked chaque premier et troisième samedi du mois autour d’une tasse de café. Ouvert à tous, gratuit.
 

Breizh Kafe : rencontre de bretonnants à Brest

Breizh Kafe a zo un emgav etre brezhonegerien e Brest div wech ar miz e ti Sked e Brest etre 11e ha 12e. : bep kentañ ha trede Sadorn ar miz. Komzet e vez diwar-benn forzh petra met... e brezhoneg !

Evit poent war lec’hienn My Space e vo kavet deiziadoù resis an emgavioù, ha war lerc’h e c’halloc’h selaoù ouzh enrolladurioù pe videoioù o doa bet graet ’ba Breizh Kafe ha goude marteze titouroù diwar-benn ar brezhoneg e Brest. Tonioù sonerien ar vro a vo ivez. Hag all... (gant an titouroù a vo roet din ganeoc’h me zo sur)

Adkregiñ a raio Breizh Kafe goude ar vakañsoù e-penn kentañ miz Here.

Kenavo ar c’hentañ.

Deiziadur 2009/2010 :

-  3 ha 17 a viz Here
-  7 ha 21 a viz Du
-  5 ha 19 a viz Kerzu
-  16 a viz Genver
-  6 a viz C’hwevrer
-  6 ha 20 a viz Meurzh
-  3 a viz Ebrel
-  5 ha 19 a viz Even

 


Par Bernez Kerdraon, le mercredi 9 septembre 2009



SKED, Ti ar brezhoneg ha sevenadur Breizh
Maison de la langue et de la culture bretonnes
18, straed Duguay-Trouin, 29200 Brest.
Eus al lun d’ar gwener / Du lundi au vendredi : 13e30-18e00
Pgz / Tél. : 02 98 80 26 71 • Plr / Fax : 02 98 80 59 68
Postel / Courriel : • Internet : http://sked.infini.fr

LES FESTOÙ-NOZ

Cliquez pour ouvrir la carte des festoù-noz dans le Pays de Brest

Création Olivier Mansencal pour Sked. Système de publication SPIP. Ce site est syndiqué RSS.
M-à-J du site : mardi 20 juillet 2010